Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

d’ezan raktal tenna e wenan divar gleun Ian, setu an dud-ma lakeet nec’het o klask gouzout petra da ober deuz o gwenan. Lennet a meuz eun tu bennag a zo gwenanerrien hag a zo ken stag euz o gwenan, ma ne c’hellont ket bevi hebto, ha pa na defe ket a blasou all d’o lakat, e pozont eur gestennad var prenestr o c’hampr. Fanch na bozo ket e hini var prenestr e gampr pa ze gwir na neuz kambr ebet. Mez koulskoude na jom ket pell da varc’hata ; kemer a ra e vouc’hal hag a ra ganthi diou stapen da blanta e pignon e di, posa a ra varnezo teir geuneuden, ha pa oa deut an noz, a bozaz varnezo e gestennad gwenan, hag antronoz vintin, pa zavaz an heol, a velaz e wenan o vont d’o labour, hag en eur zistrei ez eant da visita o flas koz, mez evelt na oa kesten ebet eno d’o digemer goude beza nijet eun tammik tro war dro, ez eent en o c’hesten e penn an ti, ha setu Fanch kontant da veza kavet ar moien da zavetei e wenan.

Na jommaz ket pell er gear anezan, eul labourer douar all deuz kichen a zeuaz heb dale da ober komanant euz outan, ha setu oa mad an traou adarre gant Fanch en e blas nevez, gonid mad a rea, ha gant e gomanant hag an tam pansion en devoa digant ar gouarnamant, a oa paët heb dale an arc’hant a oa kemeret da ober an ti. Ar gemenerezed brema na oa ket ret d’ezo kemer kement a baourentez, ha ma na gemerent ket c’hoaz bemde o c’hafe, koëffet evel ar re zo brema, da vihana e c’hellent ober gwelloc’h pansion, rag o gonidegez a oa d’ezo da ober ar pez a garient.

Ar gwenan avat a oa deut erfin da veza ken niveruz, ma na oa ken a blas da lakat anezo : euz an