Roi a ran ive ali da gement n’o deuz ket c’hoaz a gestennou gant tiretennou da lakat digas d’ezo da viana unan evid patrom ha goude e c’hallfint ober anezo ho-unan, rak ar c’hestennou-ze a zo kalz gwelloc’h evid ar re-all.
Kavet a vez kestennou ha tout ar pez a zo neseser evid labourat gant ar gwenan e ti an Aotrou Émile Bondonneau, 142 Faubourg Saint-Denis, Paris.
Ha brema mignoned a reketan d’eoc’h kalz plijadur o labourat o kwenan, kalz a vel en o kestennou, ha kalz patiantet, surtout er bloaveziou kenta, rag evelt na zesker ket lenn en devez kenta ma ’z er d’ar skol, na zesker ket ken neubeut mad awalc’h labourat ar gwenan er blavez kenta, c’hoarvezout a raio gant meur a hini ac’hanoc’h evelt a zo bet c’hoarvezet ganen ma unan, pa oan o komans, a meuz bet great ive ar pez a hanver, meur a vêtis, mez gant perseverans a zeuer a-benn euz peb tra, perseverit eta hag e viot sur da erruout.
Ha te leorik bihan, kerz brema en da hent, furch partout ha na dremenez en nebleac’h heb esa antreal, goulen digemer memez er maneriou, er presbitaliou er skoliou e ti ar broprietourien pinvidik hag e ti ar merour, mez surtout e ti an artizan, ar micherour, an devejour a zo o chom er pennou tier bihan hag er lochennou plous, ha dalc’h sonj mad eo evit ar re-ze prinsipalamant eo ez out bet great, ha ma zo unan bennag da ober fae varnout gra eur zao diouskoa ha kerz pelloc’h, e leac’h ma kavi digemer mad.
Chanz vad d’id !
- J.-L. HENRY.