Mont d’an endalc’had

Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

da veza diesoc’h da embreger. Red eo ive ober ar reunionou ha nompaz derc’hel nemed ar ruskennou a zo enno koar mad ha mammou iaouank, dalc’hit mad sonj eo red kavet da neubeuta pemp liour varnugent mel evid kavet eur rusken vad da c’hoanvi.

Miz Du, er miz-man ar re n’o deuz ket a labouriou-all da ober a c’hellfe en em okupi da ober kestennou, en eur surveilla eun tammik a gwelet a beza ez eo goloet mad ho c’hestennou ha bian awalc’h an toull evid miret euz al logod hag ar mulod da vonet eno rak er miziou man ar gwenan a neuz ezom da veza lezet er brasa trankilite.

Miz Kerzu evel miz du a zo eur miz a drankilite evid ar gwenan ha ma ’z int goloet mad na neuz netra ken da ober d’ezo ; mad a vefe koulskoude gwelet a na vefe ket stanket an toull gant an erc’h pe antreet logod eno.


————


Eun Aviz mad


Araok echui al leorik ma mignoned a meuz c’hoant da roi d’eoc’h eun aviz mad ; gouzout a rit tout penoz an union a ra an nerz, mad eo eta en em unisa e peb tra, ha beza a zo brema sindikajou evit peb seurt micheriou, ar gwenanerien o deuz ive sindikajou pe sosieteou e pere en em glever evid peb tra hag a zell euz outo ama e Breiz hor peuz unan hag a zo hanvet sosiete ar gwenanerien euz a Vreiz, hag er penn deuz outan e ma an Aotrou Le Mée, misioner apostolik, person e Merillak Côtes-du-Nord.

Ar sosiete-ze a neuz eur bultin bep miz var behini a gaver a beb seurt kelennadurez var sujet ar gwenan. Eur skoed ar bloaz a goust, alia a ran ac’hanoc’h kement a gompren mad ar gallek da antreal ebarz er sosiete-se ken talvoudek evid ar re o deuz gwenan.