Mont d’an endalc’had

Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

ebarz ar gesten heb lezel anezo da vont ebarz er c’halatas nag er galoten, rag ma vefent lezet da vont eno, ar vam ez afe ive da heul, hag a zofe eno he viou, ha neuze ar gwenan a zafe eno pollen ha rouget, pere a rofe eur vlas fall d’ar mel.

Miz Even a zo ive unan euz gwella miziou ar gwenan rag ar fleur a zo c’hoaz stank, hag ar gwenan na gollent ket o amzer. An hini na nefe ket great e edjou gwenan epad miz mae a zo dleet d’ezan o ober en deveziou kenta deuz ar miz-man.

Miz Gouere a zo unan deuz an treuta miziou a zo epad an hanv, rag ar foennejer a zo troc’het hag ar fleuriou a zo diminuet, na jom kazi nemed an drez, hag a rofe c’hoaz d’ar gwenan eun tam boued.

Miz Eost a zo mad rei an ed-du a zo en e fleur hag hennez eo a fournis ar muia mel.

Miz Gwengolo eo an hini gwella, rak deuet eo ar mare da zastum an eost ha ma neuz labouret mad ar gwenan epad ar bloaz a gwenaner a vezo joaüs epad ar miz man rag ar met a redo en e di.

Evid ar re n’o deuz ket eun tenner mel, eun instrument hanvet e gallek (Mello-extracteur) gant pehini a vez tennet ar mel heb abimi ar c’hoar, ar gwella moien a zo da zastum mell brao eo gwaska anezo en eun tamoes pozet var eun bodez pe eun dra bennak all evid ma zivero ebarz, ha lakeat a-drenv eur prenestr gwer dre behini a baro an heol varnean, an dra-ma a zo mad da ober surtout evid ar mel euz ar c’halataz hag evid ar kalotennou rag hennez eo ar mel gwella.

Epad ar miz-man ive a vez great ar reunionou evel a zo bet lavaret dija.

Miz Ere, er miz-man ar re n’o deuz ket c’hoaz peurdennet digant ar gwenan ar pez o deuz re, ez eo poent d’ezo en em hasta, rag an deveziou brao a zo o vonet da dremen, ha dre ma hirraio an noz, ar gwenan a zeuio