Mont d’an endalc’had

Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —


E miz meurz ez eo mad bizita ar c’hestennou evit gwelet ha beza e maint en etat vad ha lakat boued d’ar re a zo dibourve, tailla ar c’hoar, tenna tout an hani du ha louedet e kuit, kempenn en dro d’ar c’hestennou, ha teuler sabl en dro d’ezo.

E miz ebrel eo eur blijadur gwelet ar gwenan, pa vez brao an amzer, o tont deja gant bolodou melen euz o devesker hag o kueza var an treujou pounner karget a bourvizion, mez aliez an heol a ra d’ar gliz mintin sevel abred divar ar ieot, neuze mar na n’euz ket soursen dour ebet a dost a ve red lakat d’ezo dour en o dispozision, rag epad an nevez amzer hag an hanv, ar gwenan o deuz ezom kalz a zour, evit an dra-ze, n’euz forz petra a zo mad gant ma jommo dour ebarz, red a vefe avad lakat mein ebarz ken huel hag an dour evit ma c’hello ar gwenan en em lakat var ar vein-ze da eva dour ; er miz-ma ive a c’heller remerkout pere a zo krenv ha pere a zo sempl ive ; ar re a zo krenv hag o deuz eur vam vad, a vo gwelet o vont hag o tont gant pres, hag o tigas ganto pollen en abondans euz o zreid, mad a vefe merka ar re-ze, rag deuz outo eo a vezo great an neiziou gwenan e miz maë. Er c’hontrol, ma vefe gwelet unan bennak ha na lakfe ket a bres, pe na zastumfe ket a bollen, a vefe mad bizita anezhi raktal, rag kazi sur honnez a zo heb mam, neuze, ar re o deuz kestennou plouz ar gwella o deuz da ober a ve raktal unisa anezhi euz unan all ; ar re o deuz kestennou gant tiretennou a c’helfe c’hoaz savetei ar seurt-ze en eur lakat d’ezo diou diretennat bennak euz eur gesten-all, e pere a vezo gwenan bihan ha viou euz a bep oad, hag ar gwenan neuze en em gargo da ober eur vam nevez hag evelt-se an dommach a vezo reparet.

Miz maë eo unan euz ar gwella miziou a neuz ar gwenan pa vez brao an amzer ; er miz-man eo gleet ober an neiziou gwenan evelt a zo bet lavaret, hag an neiziou gwenan a glefe beza dalc’het pemzek devez pe teir sizun