Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

hag ar c’hreizte, hennez eo, hervez ma zonj, ar gwella situasion a c’heller rei d’ezo, rag an heol en eur sevel a zeu raktal da bedi anezo da vont d’o labour, sevel mintin a astenn an deiz, hag a gresk ive ar mel. Mez surtout na droit ket anezo tresek ar c’hreizteiz, rag er goanv, an heol a zeu da bara en o c’hesten hag a ra d’ezo sortial, hag aliez na c’hellont ket dizrei, rag ma vezont dastummet gant ar ienijen ; hag en hanv, ar grez a laka ar gwenan da jom da ober o baro var an treujou, hag aliez, a laka ive ar c’hoar da deuzi ha da goueza. Pozit ho kestennou eur metr hanter pe daou vetr an eil euz eben evit m’ho pezo plas da c’hoari en dro d’ezo, ha lakit dindanno eur dorchen a dregont pe daou-ugent sentimetr sav.


————


Aliou mad evid peb miz


E miz genver, surveilla ar c’hestennou gant aon na zeufent da veza stanket gant an erc’h pe gant aon na zafe loened louz enno evelt ar logod hag ar mulod, ha mar teufe brao an amzer, pa vezo an erc’h o teuzi, stanka an toull gant eun dornad sabl evit miret euz ar gwenan da zortial, rag ar re o devezo ar malheur da zortial a vezo dastummet gant ar ienijen hag a jomo da vervel var an douar ien.

E miz c’houerver, mar ve brao an amzer, ar gwenan a zortio dija nombrus euz o c’hestennou hag a zeblanto saludi dija an distro euz an nevez amzer, mez mar deo gleb an douar, ar re en em boso varnan a jommo eno da vervel, rag an douar a zo c’hoaz ien, mad a vefe eta neuze miret outo da zortial ; var fin ar miz, pa vezo seac’h an douar ha brao an amzer, a ve mad rei eun taol balven var ar pont evit skuba tout al loustoni a zo varnan, dija ar vam he deuz komanset he dovet, ha mar zo ganthi pourvizion, e kontinuo betek fin an nevez amzer.