Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Histor eur Gwenaner


————


Fanch Ar Ber a oa eun den iaouank vaillant, mevel e ti Ian An Hir pa oa diskleriet ar brezel etre ar Prus hag Franz er bloavez 1870. Beza en devoa ugent vla d’ar mare-ze, hag a oa bet galvet unan euz ar re genta evit mont da zifenn e vro. Ober a reaz e zever gant vaillantiz, ha meur a Brussian en devoa ledet var an dachen, pa zigouezaz gantan beza tizet e-unan gant eur boled en e skoa ; setu a oa red d’ezan monet d’an hospital, hag a-benn ma oa pare, a oa sinet ar peoc’h, evel na oa ket c’hoaz pare mad e skoa, a oa roet d’ezan eun tammik pansion da zont d’ar gear.

Fanch a c’heaz adarre da di e vestr koz, ha digemeret a oa gant seulvui a joa ma oa eun den gwiabl e peb feson. E skoa a rea d’ezan c’hoaz eun tam diezamant da ober eur serten labouriou, mez ben eun tammik, ar boan a zisparisaz tre, ha heb dale na zante mui netra.

Ian An Hir a oa intanv eun tammik a oa, hag evit dressa dillat an tiegez a vize gantan eur gemenerez, he hano Mari-Jan Ar C’hrenn, intanvez dek pe daouzek vla a oa deuz Per Ar Braz. Hogen, Mari-Jan Ar C’hrenn e devoa eur plac’h iaouank, hanvet Annaïk, hag a vize ive asamblez ganthi o vriat. Eun devez ma oant o labourat ebarz e ti Ian Ar Hir, Fanch a c’heaz, goude, ma oa debret e lein, da