Mont d’an endalc’had

Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

bloavez araok, rag dalc’hit mad sonj, ar vam eur wech paseet he zri bloaz a zo koz, hag evel ma ’z eo ar vam goz, eo a barti gant an ed gwenan kenta, ar vam-ze he deuz atao da neubeuta eur bloaz, ha marteze ouspenn, mar na n’euz taolet er bloavechou araok. Rak-se, kalz euz ar gwenanerien, en eur lakat ar soufren dindan o c’hestennou koz, na zonjont ket oc’h ober petra e maint hag a zonj d’ezo laza ive o gwenan koz, eno en em dromplont, rag o tistruja o gwenan iaouank eo a vezont, ar c’hoar eo a c’ha da fall, rak-se a vez mad chench anezan beb eun nombr amzer, hag evit an dra-ze, eo mad ar reunionou.



Goude beza prenet ho kwenan, mar n’ho peuz ket pell da gas anezo, lakit en dro d’ezo eur serpilleren vraz ha dougit anezo euz ho kein, mez mar ho peuz pell d’o c’hass, kemerit eur c’har gant ressortchou, an dousa, ar gwella, laket var ar fons eur gwiskat mad a blouz, ha goude beza paket mad ho kestennou, lakit anezho ebarz ar c’har, hag er feson-ze, ho kwenan na devezo ket re da zoufr deuz ar stronsou.


————


Pe seurt plas eo ar gwella d’ar gwenan


Choazet evit ho kwenan eur plas e-leac’h na vezint ket re expozet d’an amzer fall, er gwasked muia ma vezo posubl, ha troit anezho, ma c’hellit, etre ar sao-heol