Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

c’hoaz eun tam moget arozomp anezo mad gant mel tano evit lakat anezo d’en em lipat ha tenna diganto ar sonj d’en em gombatti. N’eo ket ret d’eomp en em okupi diouz an diou vamm, unan anezo a vezo lazet gant eben, ha na jomo ebarz er gesten nemet an hani a vezo bet viktorius, arabat a ve ankounac’haat a renker lezel ganto ar bourvizion neseser evit goanvi etre pemp varnugent a tregont liour mel.

————


Aliou mad d’ar re a bren gwenan


Ar re o deuz c’hoant da brena gwenan eo mad d’ezo teuler evez, rag evel evit tout an traou-all, e c’heller beza tromplet, ar mare gwella da brena eo fin ar goan miz c’huero pe kommansamant miz meurz. Red eo da genta gouzout hag hi a n’euz pourvizion awalc’h evit paseal an amzer fall, en eur ziboueza anezhi a c’heller gouzout tost : da vad eur gesten blouz a dlefe poueza d’ar mare-ze etre pemsek hag ugent liur. D’an eil, gwelet hag hi a zo ganthi koar fresk ; mar deo melen ar c’hoar pe brun neuze eo mad, mez mer deo du, neuze eo fall. D’an tride, gwelet hag hi a zo ganthi forz goradou, da lavaret eo gwenan bihan ebarz an alveolou : hennez eo ar poent prinsipala, en eur gostea ar gesten e c’heller en em renti kont euz an traou-ze ; mar zo ebarz kalz gwenan bihan en o c’havel, mar deint bodet en eur memez takad, kement-se a zo eur mark ez eo mad ar vam, er c’hontrol, mar velit anezo eparpillet duman, duhont, mar velit surtout ez euz ebarz ar c’hoar kalz a alveolou bombet e pere e man ar maled, kement-se a zo eur merk ez eo koz ar vam. Pa ez er evelse da brena gwenan, a ve mad d’ar prener, heb rei netra da zonjal, interroji ar gwerzer, abaoue pegeit eo bet an ed gwenan-ze, diwar behini ez eo deut, ha goulenn hag hi a nevoa taolet ar