noz hanter kant mil gwenanen en eur memeuz kesten na zrebont ket muioc’h epad ar goanv eget na ra tregont mil hepken, setu eta unan euz an avantachou a zo kavet neiziou gwenan krenv, rag-se pa dosta euz ar goanv me a ra d’am re en em unisa an eil euz eben ma z’int re zister, ha setu aman ar feson a gemeran evit an dra-ze. Beza a c’heller ober e diou feson : kenta feson, goude beza epad miz gwengolo tostet tammik ha tammik an eil kesten euz eben anezo en eur lakaat var c’horre an hani a sonjer konservi, tolomp dre an toul a zo e fons ar gesten dindan eun neubeut loaiadou mel tano en eur lakaat ebarz eun neubeudik dour mar d’eo red, ha mogedomp anezo c’hoaz eun tammik, ha goude beza stanket mad euz ar re var c’horre evit forsi anezo da labourat tout dre ar memez toul, lezomp anezo eno epad ugent devez bennag pe ouspenn er feson-se, ha goude dre eun devez brao deuomp en dro ha tennomp ar gesten dindan hag ijomp anezhi var eul linsel poset evel a meuz lavaret dija, hag ar gwenan a ielo en dro ebarz en o c’hesten, e-lec’h ema ar vamm. Arabat a vefe avat mar zigouefe d’ar vamm beza e-touez ar re-ma monet da laza anezhi, rag dija a-benn neuze na zeuz nemethi ebarz en diou gesten, unan anezhi a zo bet lazet gant e benn, an hani iaouank a dre ze an hani vella a zo bet an treac’h d’ezhi.
Beza ez euz eur voien all hag a c’houlen eun tammik muioc’h a amzer, mez neuze n’eo ket ret donet diou veach, — ama e komzan surtout deuz ar c’hestennou gant tiretennou goude beza tosteat an diou gesten an eil euz eben evelt a meuz lavaret dija ha beza mogedet anezo, — e kommansomp digeri an hani a zo da gonservi, tennomp deuz outhi eun hanter bennag deuz an tiretennou hag ijomp ar gwenan deuz outo gant eur bluen evit ma kouefont en dro d’ar gesten. Goude greomp ar memez tra d’eben, pozomp an tiretennou a jom ebarz er gesten da gonservi gwenan hag all, goude beza roet d’ezo