Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

uhelloc’h, hag er feson-se o pezo neiziou gwenan krenv hag a zastumo d’eoc’h kalz a vel, dre ma vezint great a-bred, rag arabat eo ankounac’hat ar proverb gallek hag a lavar : (essaim en mai vache à lait) ar pez a zinifi neiz gwenan e miz maë bioc’h leaz.

Evit an neiziou gwenan a zeu re zivezat e miz gouere hag e miz eost, a ve gwelloc’h ober d’ezo monet en dro var o mam, kerkoulz evel ar re a zo re vihan, ha setu ama e pe feson ober an dra-ze goude beza dastumet anezan en eur gesten mar gellit gouzout deuz pehini eo sortiet, ledit dirag ar gesten-se eul linsel, lakit he c’hornou dindan bordou ar gesten evit na vezo ket troc’het d’ezo o hent, kemerit an neiz gwenan ha gant eun tol dorn seac’h var lost ar gesten grit d’ezo koueza var ar penn all euz a linsel goude beza o mogedet, rag arabat a ve gweach ebet ankounac’hat mogedi, pa o peuz great an dra-ze sellit piz hag o pezo chans da velet ar vam o sevel euz an neac’h gant al linser o vonet etresek ar gesten ; mar kavit anezhi troc’hit d’ezhi he gouzouk ha neuze a c’hellit beza sur e chomo ar re-all ebarz en ho c’hesten.

————
E pe feson reunisa diou gestennad gwenan


Eun devez unan euz ma amezeien a lavare d’in : mez emezan pa ez eo gwir na lazit ket a wenan ebarz nemeur n’ho pezo mui a blas da lakaat anezo, n’en em dromplit ket, me na zalc’han morse da c’hoanvi nemet ar re a zo krenv, ar re all a vez reunisset euz outo, ar pez a zeu c’hoaz da roï d’ezo muioc’h a nerz evit harpa gwelloc’h euz ar goanv, rag ma zalc’hint muioc’h ar vres ebarz ar gesten, rag ar gwenan a vev muioc’h er goanv gant ar vres, evit na reont gant mel, ha prouvet eo pe-