ma ’z an da ziskleria ama ar pez a zo ar prinsipala hag an delikata ebarz er gwenanerez e fell d’in roï d’eoc’h da gompren ez eo gwelloc’h kavet hanter kant mil gwenanen en eur gesten evit ma ’z eo kavet anezo etre diou gesten : gant kalz neubeutoc’h a vel a rafent evit goanvi ha kalz muioc’h a zastumfent epad an hanv, rag-se eta elec’h beza evel azo kalz gwenanerien o klask ar muia ar gwella a neiziou gwenan, me na glaskan nemet unan dre beb diou gestennad, ha setu ama e pe feson en em gemeran evit o ober. Goude beza lakeat var ma bisach eur mask great gant eun dra bennag sklear evel eun tom tûl, (rag eo ato preservi ar visach) ha preparet eur gesten goullo evit reseo an neiz gwenan, e kemeran ma mogeder ha goude besa mogedet, e tigoran ar gesten, ha pa meuz kavet ar vam e pozan anezhi ebarz ar gesten goullo ha goude e kemeran vardro an hanter deuz ar gwenan a jom er gesten evit lakaat asamblez ganthi, goude-ze e serran an diou gesten, neuze ez an da gavet unan all hag a zo ive kren en e gwenan, ha goude beza ive mogedet anezhi e krogan ennhi hag e kassan anezhi da eur plas all a ve preparet evithi, neuze e tistroan da gerc’hat ma neiz gwenan hag e tougan anezan e plas an hini a meuz diblaset, hag ar gwenan a zo eat deuz hounez da labourat a zeuio brema da greski ma neiz gwenan, hag evel ma zo ganto pourvision a vezint resevet mad ; setu eta mignoned penoz a c’hell ober ar re o deuz kestennou gant diretennou.
Evit ar re blous ive a ve mad ober an neiziou gwenan, ha setu ama e pe feson a rer anezo. Er pemzek de diveza euz a viz maë, pa vezo brao an amzer, kemerit o mask hag o mogeder, choazit ar c’hestennou krenva ha grit evel a meuz lavaret d’eoc’h evit tenna diganto o mel, ha pa o pezo kaset ebarz er gesten goullo ar pen brasa euz ar gwenan, kasit anezhi ive e plas unan all da behini o pezo chenchet plas evel a meuz lavaret