Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

eur c’hranj pe en eun ti a goste, hag o lezel eno er c’hiz-ze. ken a blijo gant ar gwenan monet ac’hano anezo o-unan. Meur a weach em beuz bet kaset ganen kalotennou ebarz em c’hamp memeuz, hag en eur lezel ganto eur prenest digor a-benn an noz tout ar gwenan-se a vez eat ac’hano d’o c’hesten rag ar gwenan na jomont ket elec’h na ma ket ar vam.

Brema evid ar gesten, ez euz muioc’h a labour ; koulskoude a c’heller ive ma zo re ebarz tenna deuz outhi ha setu ama e pe feson. Kemerit eun treber ha diou gesten gollou, preparit ive diou vaz voan a hanter-kant santimetr pephini, gant ho mogeder it da gavet ho kesten, mogedit anezhi, kaset anezhi ganeoc’h var an treber en disheol, lakit en he flas unan euz ar c’hestennou gollou evit digemer ar gwenan a zo o tonet euz o labour, goude poset ho kesten var an treber he ginou d’an neac’h, ha lakit ar gesten gollou-all varni, roit c’hoaz eun tammik moged, ha lakit evid miret euz ar gwenan da zonet er-meaz eun tamm serpilleren, kommansit neuze gant ho tiou vaz skei var ar gesten leun deuz an eil tu d’egile en eur gomans da genta deuz an traon, ken ho pezo great d’ar gwenan pignat tout ebarz en hini d’an neac’h ; an dra-ma a c’houlen eur c’hart-eur pe ugent munut, eun hanter-heur d’an hirra, goude c’houi a gaso ganeoc’h ar gesten eman ar mel ennhi hag a den deuz outi ar pez a zo re, ha goude en eur boza adarre varnhi ar gwenan gant eun taol dorn var tons ar gesten a reoc’h d’ezo koueza en dro ha neuze a gasoc’h anezo adarre d’o flas.


————


An neiziou gwenan


Brema mignoned ez an da lavaret d’eoc’h penoz ober neiziou gwenan, a pe da vare ober anezo, setu ama penoz en em gemeran-me evit ober ma re, mez evel