petra a rit aze emezan ? tenna o flem digant ar gwenan a respontiz d’ezan, c’houi emezan a oar diflema ar gwenan ? Ia zur a respontiz d’ezan, gwelet a rit hini ebed na esa mui flemma, mad kredet en devoa an den-se ac’hanon hag o voned kuit a voa heb goulen muioc’h a explikation lakeat gantan en e zonj hervez ma anzavaz euz ouzin goude, a oan-me sorserez.
Monet a ran eta da zeski d’eoc’h ive ma sorserez. Ar sorserez-ze a vez great gant moged, red eo eta kavet eur mogeder. Ar mogeder a zo eur souflez var behini a vez pozet eur gorsen houarn gwen e pehini a vez lakeat traou evid ober moged, pillou lian, koat brein pe memeuz fank saout sec’het, neuz fors petra a zo mad gant ma raio moged, mar deuz ganeoc’h eta eur mogeder mad, n’eo ket red d’eoc’h kavet nec’h evid tostaat euz eur gestennad gwenan gant ma vo brao an amzer, arabad a ve avad monet na re vintin na re zivezad, na pa vezo fall an amzer ; etre nav heur euz ar mintin, ha peder heur euz ar pardaez eo ar gwella mare a zo. Gant o mogeder c’houi a dollo moged dre an toull ebarz er gesten, ha neuze ar re o deuz kestennou koat gant tiretennou a hel digerri ha tenna an tiretennou, ha gant eur broust a reont gwenan koueza hag e kasont ganto ar mel, arabad a vefe koulskoude ankounac’hat lezel ganto peadra evid goanvi, etre pemp liour varnugent a tregont liour morse neubeutoc’h. Evid ar c’hestennou plouz n’eo ket ken ar memeuz tra, evid ar galoten ez eo eaz, goude ma ho peuz mogedet ha preparet eun toull ebarz an douar evel a vez great evid o laza en eun tu bennak en dizheol mar zo moien, kasit ganeoc’h ar galoten ha pozit anezhi var an toull, laket douar en dro d’ezhi, c’houi a lezo eun toull e peb tu, dre unan anezo c’houi, a dollo moged a vare da vare, hag ar gwenan a sortio dre egile, hag a c’haio en dro d’o c’hesten e peleac’h ez eo chomet ar vam, beza a c’hellit memeuz kas ganeoc’h ar galoten gwenan hag all, en