Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

profit euz ar gwenan eo red kavet kestennou braz hag ober edjou gwenan braz, me a lavar ober edjou gwenan braz, rak gwelloc’h eo atao ober eun ed gwenan, evit na ’z eo lezel anezan d’en em ober e-unan, divezatoc’h a lavarin d’eoc’h penoz ober an edjou gwenan, mez da genta ezan da lavaret d’eoc’h penoz ober o kestennou plouz.

Evit ar re na garfent ket dilezel o c’hestennou plouz a vez mad d’ezo heuil an aviz a c’han da rei d’ezo, setu ama penoz a ran me ma re. Da genta, al lost a zo dleet d’ezan beza plad elec’h beza bombet, hag a glefe e kavat pevar pe pemp sentimetr ha tregont a ledander, tregont pe daou ha tregont donder, ha ken ledan deuz an treac’h evel deuz an traon, er fons a vezo lezet eun toull a zeiz pe eiz sentimetr, setu aze ar gesten, ha brema, da lakat var e gorre, a vezo great unan all, pehini a vezo hanvet eur galoten, houma en devezo eur fons bombet, hag a dlefe kaout he ginou er memez digemer gant fons ar gesten, hag ugent sentimetr donder, ar galoten a vezo pozet var ar gesten, hag ajustet euz outhi pe gant pri, pe gant fank loened. Mar grit ho kestennou er feurm-ze, na vezo mui red d’eoc’h distruja ho kwenan evit kavet o mel.


————


Penoz tenna ar mel digant ar Gwenan


Tenna o mel digant ar gwenan heb o distruja, a lavare d’in-me brema zo c’houezek vla zo eun den deuet var an oad, hag en devoa bet gwenan e hed e amzer, tenna o mel digant ar gwenan heb o distruja emezan a zo eun dra imposubl, nemed sorser a veac’h.

Eun devez a voan ebarz em jardin digor ganen unan euz ma c’hestennou ; an heol a voa tom hag ar gwenan a nije en dro d’in, na mask na tok, eun den en eur dremen a velaz ac’hanon hag a jomaz en e zao estonet net,