eur bord evid ma vezo gallet staga varnan eun tam lian groz. Ar pod a vezo kaset evelse betek ar gesten ezome, e var behini a vezo pozet var e c’hinou, var eun toull great ebarz e lost ar gesten, deuz a behini e komzin d’eoc’h bremaïk, ar pod eta o veza ranverset e c’hinou d’an traon, ar gwenan a zeu dre zindan a dreuz an tam lian da zuna ar pez a vez lakeat ennan, hag evelse a c’heller o maga ha lakat ar vam da zovi muioc’h, mez arabad a vefe monet da lakat boued d’ezo var greiz an deiz rak expozi a rafer anezo d’en em beillat, deuz an abardae eo var dro kuz-heol a dlefe beza kinniget d’ezo ar vagadurez-ze, hag ar pod a dlefe beza tennet diouz ar mintin, hag evid ober an operationou-ze a vefe mad kavet eun tam lian siret evid stanka an toull beb gwech ma vez tennet ar pod e-kuit, ha var an tam lian-se evid e seller en e blas a vez lakeat eur mennik plad, hag a-benn ar vech-all, en eur denna ar mean e-kuit, ha poza ar pod en e blas, an operation a vez great heb direnka ar geillenen.
Dre ama ar c’hestennou plouz eo a zo anavezet ar muia, mez ar c’hestennou plouz-ze ouspen ma ’z eo diez mania enno ar gwenan a zo c’hoaz great fall, peurvuia re vian. Mez kalz euz ar gwenanerien a zonj d’ezo ez eo gwelloc’h eur gesten vian eged unan vraz rag ma o deuz muioc’h a edjou gwenan emezo, eno eo e ma o erreur rak da betra e tal eun dornadik gwenan en eun tam kesten ha n’o devezo ket a blas d’en em remui.
Gwir eo muioc’h a neiziou o devezo mez na n’eo ket eno e ma o frofit, petra e dal kavet ugent na tregont kesten mar na reont d’eoc’h muioc’h a vel evit dek ; ar c’hontrol eo, an dispign a zo kalz brasoc’h hag an amzer a goller a zo ive, ia evid kavet kalz mel ha tenna