neuze e ve kuriuz tostaat euz eur gesten deuz an aberdavez-noz, evid silaou gulkvan ar vam iaouank en he c’havel pehini a gri var eun tu skiltr tsi, tsi, tsi, hag ar vam goz o respont gant eur vouez grosoc’h, tuc, tuc, tuc, an dra-ze a zo eur merk e vezo eun ed gwenan antronoz mar vez brao an amzer.
Ar vi a sorti deuz outan al labourezed a zo henvel euz ar re a sorti ar vam hag ar maled mez na n’int ket lakeat en eur memeuz alveolou, heuilla a reont ar memeuz transformationou evel ar vam. Mez dre an diferanz a zo etre o c’havel hag ar vagadurez a roer d’ezo, al labourezed elec’h sortial evel ar vam a-benn c’houezek pe seitek devez, ha laka var dro daou zevez varnugent a-benn donet er-meaz.
Viou ar maled a zo ive henvel euz ar re-all, mez ar re-ma a zo plaset e alveolou brasoc’h evid al labourezed hag a zo eaz da anavezout, alveolou al labourezed ez int kachedet a zo plad, er c’hontrol re ar maled a zo bombet, hag evel a meuz lavaret dija peurvuia e traon ar follen. O zransformation a zo kazi evel hini al labourezed, e tro tri devez varnugent goude ma vezont dovet e teuont er-meaz euz o c’havel.
Ar gwenan na n’int ket difisil, n’euz forz pe seurt lojamant a blij d’ezo, ha gwelet a rer anezo o vonet o hunan d’en em loja ebarz el leac’hiou drola, en eur vezen greuz, ebarz ar faoutou euz ar garregou, en touriou, er siminalou, partout eo mad evito, gant ma vezo eun tam abritet.
An dud o deuz great evit o loja kestennou, lod gant plouz, ar re-ze eo ar muia anavezet dre ama ; lod-all o deuz great gant brankou keuneud moan ha terrasset