Mont d’an endalc’had

Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

anezo gant eur matier all bennak, pri, plast, ra, ha memez gant fank loened, great a vez ive gant planch, hag ar re-ma, hervez ma zonj-me, eo ar re wella, n’eo ket abalamour ma plijont gwelloc’h d’ar gwenan, mez dre ma int easoc’h da labourat ha da vania ar gwenan. Ar seurt kestennou-ze a zo leun a diretennou hag en peb tireten a. zo eur follen, pehini a vez tennet e-kuit. Ar seurt kestennou-ma a zo hanvet en gallek (ruches à cadres mobiles) beza ’z euz deuz outo meur da seurtamant ha peb hini a choaz ar seurt a blij d’ezan ar gwella, brema mar goulennit diganen pe seurt eo ar gwella, me a responto d’eoc’h, an hini ho pezo great anaoudegez ganthi, tout int mad, na fot nemet gouzout labourat mad ganto. Setu ama an hini a meuz me choazet, da genta, eur c’hachet heb fons, daou dal ha, diou gosteen, netra ken, pere o deuz a diabarz, pemp ha daou-ugent centimetr a hed, tri c’hant pemzek ha tri ugent milimetr lehed ha tri c’hant pemzek a zao, beza ez euz ebarz daouzek tireten, hag evit lakat an distanz ingal etrezo, ez euz : eur varetten karre deuz eur santimetr. Ar re-ma a servich evit serri kloz ar gesten deuz an treac’h hag a vez tennet epad an hanv, evit rei plas d’ar gwenan da sevel d’an treac’h, dre an treac’h, me a gomz d’eoc’h deuz eur c’halatres, great gant tammouigou planch staget an eil ouz egile, evel frammou en eun ti, hag e peleac’h ar gwenan a c’ha da ober koar ha mel, eno memez eo a vez kavet an hini gwella hag ar finna. E peb penn deuz ar c’halatres a zo eur pignon great ive gant planch, ha dindan unan anezo a zo eur prenestr gwer, dre behini a c’heller gwelet ar gwenan o labourat en diabarz ; evit goloi tout ar gesten a zo great eun doen gant planch hag a ziskenn varnhi evel eur vouest, dindanni a vez lakeat eur bonten, great ive gant planch, ha dirazhi, eur plankennik bihan evit servichout da dreujou. Eur gesten pozet er feson-ze en he flas, he deuz an ear euz eun ti bihan. Brema, d’ar re a c’houlenno ganen perak eo ar