Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

al labourezed, evid ar gorerezed pe maled, hag ive evid ar vam, hag an tri seurt alveolou-ma a zo dishenvel an eil diouz eben, da genta, re al labourezed deuz pere a zo ar muia a zo biannoc’h, goude a zeu re ar maled a zo kalz brasoc’h hag a vez atao e traon ar follen, goude, divezatoc’h, pa ve pourveet mad ar menaj a vez formet ive eun neubeud alveolou evit digemer mamou, mez deuz ar re-ma na vez ket kalz, hag a zo eaz ive da anavezout dre ma ’z int atao stag euz eur c’hoste bennag deuz ar follen, ar re-ma o deuz kalz henvelidigez gant eur podik mez deuz pehini eo kouezet ar frouezen, e-barz er seurt-se eo a vez dovet ar vi a dle ober divezatoc’h eur vam, deuz a hounez a vez kemeret eur soagn partikulier ha dre ma zeu ar preon a sorti deuz ar vi-ze da vrasaat (rak da genta ar venanen a zo henvel euz eur preon) dre ma teu ar preon-ze vrasaat a vez maget gant eur vagadurez spesial, hag ar c’havel e pehini e ma, a vez astennet hag a zeu da gemer kazi form eur frouez en dero.

Ar vi a zo bet pozet ebarz an alveol-ze a jom eno epad tri devez, d’an tride devez a zeu da derri hag a sorti deuz outan ar prenvik glaz-gwer vardro ar pemped devez ar prenvik-ze en em astenn, ha vardro ar seizved devez goude beza lakeat d’ezan provizion a vez kachedet varnan, neuze eo a form e askellou hag e dreid hag a gomanz krignat ar pez a zo lakeat stanka varnan ha rak-se c’houezek pe seitek devez da c’houde ma ’z eo dovet ar vam iaouank a c’hellfe sortial euz he c’havel mez ma n’eo ket c’hoaz sortiet, an hini goz gant eun ed gwenan e chomo eno da c’hortoz, rag ma neuz ar maleur da zonet da bourmen ma vez kavet gant an hini goz e vezo lazet raktal. Rak-se eta mar deo retardet an ed gwenan pe dre an amzer fall pe dre eur rezon-all bennag ar gwenan evid sovetei he huez d’ar vam a lakaio koar da stanka varnhi en he c’havel hag an dra-ze kement a ma o red betek sortiet ar vam goz,