Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/32

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
KESTEL I.

E roul en doar er sabl ar en ed diskaret,
Hag ur blaiad labour én un dé zou kolet.
Eid parat toh ur goal eid oh ken ankinus,
Inouret Doué bamdé dré bedeneu gredus,
Ha pedair gueh ér blai, de gours er hortualeu,
Ed ur bedein er sent, groeit en dro d’hou parkeu.

Kent iohein hou segal, ret é mé vou seh mat,
Pé kent pel, aveid oh pebeh ur galonad !
Hui e huélou tuemet ha hou plouz ha hou krein
Hag el ur foziad gleu hou ler é vogedein

Choejet un amzer gaër eid dornein hou plaiad,
Ne zoujet ket paiein rai gir un dorner mat,
Eid mé skoei beb eil taul er freilleu ar el ler,
Ne geméret hani hemb ne houi é vécher ;
Guélèt e hrer lies un dorner didalwé
A vitin bet en noz é tireih ur baré.

Ged eun a vout tihet é dan er fal amzer,
Taulet ehueh d’en heol, taulet ehueh d’el luer.
En neb e zihoalou, ne huélou ket é hran
É tismant ar el ler é dan un taul arnan,
Ne huélou ket é foen é tûein ér pradeu,
Nag é ioheu segal é vreinein ér parkeu.
Bout zou mercheu eid gout pegours é telier
Doujein un taul ahuel, er glaw ha fal amzer,