Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/33

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
KESTEL I.

Ha pegours é ma mat kas er seud d’el lanneu
Ha pegours é ma guèl ou drehel tost t’er rheu.

Kent mé saw en tampest é huéler en houlen
Doh hum foenwein ér mor, é turul é chumen,
Er manéieu ihuel e gleuer é trouzal
Hag en audeu pelan ged er mor é kornal,
El lestri d’en houlen a beb tu zou fouetet
Hag er varteloded ar er mor branselet.
Nezen er blonjerion e neij ol d’en audeu
Er hoélan é krial e goeh ar el lanneu,
En huren diwhar hir e guita hé bouillen
Hag hum saw én amzer a drest t’er gogusen.

Lies e huéler hoah, é raug un taul harnan
Stered doh hum zistag ha ged ul lostad tan
É ridek én amzer, é koeh en ul loskein
Hag é lakat en noz él en dé de splannein.

Perpet er fal amzer e zou bet seblantet
Ha doh ur merch penak é ma bet sprumantet.
Kent ur gohahad tefour, er guérein a vanden
E lausk er boketeu hag e za d’er ruchen.
Kent er glaw er guenel, en ur grial huerwoh,
E raz blein el leneu hag e neij izeloh,
Er raned hemb arsaw e gan én ou fouleu
Hag er brindi e goeh a vostad ér hoedeu.