Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
KESTEL I.

Hag ér hanton lorhet ged un tarh ker ponner
Nitra ne sau mui grik, trouz er bet ne gleuer.
En un taul, er hogus en des, el ur vantel,
Goleit ol er rehier hag el lehieu ihuel,
E bouiz, en ur diwat, ar en amzer loskus
Hag e chanj un dé kaer en un noz blanhoelius.
El luhed, é splannein, e feut er gogusen,
Er gurun e griwa, e gorn a drest er pen,
En amzer e zûa, el luhed, er brogon,
E vurlèt el lagad hag e voug er galon.
Ag er holern téhoel é saw un ahuel dro
E bun én henteu pras, ér parkeu, ol er vro,
E saw ur beutren dû én evr ag èn amzer
Hag e lam ged en dé ur restig a splannder.

Er soner, ged er spont, e cherr é vénieu,
Ol en dud e guita ged lorh en tavarneu
Hag e rid d’en iliz, sinhoah rai zehuehat
Aveid goulen ged Doué mé houarnou er blaiad.
Er grezil, én ur goeh, ag en nean é konar,
E ziskar en tuezad hag ou dorn doh en doar ;
Er meitour, é huélèt ol é vlaiad kolet,
E sterd doh é galon é vugalé semplet.
Mez er gurun e darh, e goeh ar er mané,
En deur én ur ridek e den er vein, er gué,