Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —

jont enon endro d’ar be eleiz a belerined, tud dall, paralizet, zot nay, ha tud klanv en bep sort stum, o pidi da c’houlen ar iec’het digant Zant Ervoan. En pign a weljont seiz warn-ugent bag vian arc’hant, eleiz a dreo-all gret gant koar, daoulagad, daouarn, divrec’h, diar, ninsellio, flaio, binvio ar groug en koat, ha kals a dreo all. Tol a rejont ple c’hoaz penoz aboue oa digoret ar prosez a oa kresket skeuden ar zant a oa war ar min-be deuz a daou veudat, vel pe nije c’hoant da diskoe dre enon penoz a nevoa c’hoant a vije zavet he relego deuz ar be. Eur voetur hag a oa en-hi otrone ar prosez a oa tremened war eur bugel n’eur arriout en Landreger, ha chetu lac’het ar paour kez bian ; kaset a oe war ve Zant Ervoan, ha raktal a deuaz bew ha iac’h.

Ar bevar a viz Est eta a oe klozet ar prosez ha komjo an testo, ziellet ha kaset d’ar Pab. Digoret a oe en Konsaill ar Pab ar bevar a viz Even 1331 ; neuze, dre he urz, tri gardinal a zellaz hag a skrivaz ber-ha-ber komjo an testo, hag an unek ar miz a lenjont barz ar c’honsaill petra oa tremened gant an Iskibien en Landreger ; med war-ze a deuaz ar Pab Ian XXII da vervel. Roue Breiz, Ian III, a varvaz ive d’an amzer-ze, ha chetu brezel en Breiz entre Ian Montfort ha Charles de Blois vit gout pini anhe vije mestr. Dom Ervoan Boisboessel, eskob Landreger a oa glac’haret deuz-ze, hag an oll Vretoned gant-han. Gourc’hemen a reaz eur iun d’ober, hag oferen ar Spered-Zantel da laret evit ma vije c’hoaz miraklo neve, med mervel a reaz ive rog ma oe laket Dom Ervoan en renk ar