Zent. An eskob a deuaz war he lerc’h na c’hortozaz ket ma vije kanonizet Zant Ervoan, skuiz a oa ar Vretoned o welet pegen pell a bade ar prosez, hag a reaz ober he ouel en kement parouz a oa en eskopti hag enori anean evel zant ; an oll, vel ma hellet kridi a oa evuruz o welet kement-se.
Beneat XII a oe laket neuze da Bab, med ar brezel a dalc’he en Breiz hag a oa kazi ankoeet kaoz Zant Ervoan. Paouez a rez ar brezel eur pennad, hag en keit-se a jonjaz ar Vretoned mont c’hoaz da gad ar Pab, ha poent a oa, da welet hag hen vije achuet ar brezel, rag ar Zozon a oa deut da Landreger gant ar brezel hag ho devoa draillet ha distrujet an treo en kear nemet be Zant Ervoan, da henez n’ho devoa gret droug ebet, na ken neubet d’an treo a oa endro d’ean.
Charles de Blois a iez eta da gad ar Pab da Avignon er bla 1344, da c’houlen ma vije peurachuet da lakat Dom Ervoan en renk ar Zent, rag pell-zo aoalc’h a oa ar Vretoned o c’houlen ze. Evit krenvat he gaoz a laraz Charles penoz a oa bet daou virakl neve c’hoaz, hag unan anhe evit-han ; rag en amzer ma oa klanv-fall ha na oa ket ar vedesinet vit hen gwellat, a bedaz Zant Ervoan da rei ar iec’het d’ean, ha ben tri de goude a oa iac’h hag a oa bet en pelerinaj war he ve ; an otro oa gant-han a laraz a oa gwir mad ze. An eil mirakl a oa bet gret vit martoloded Spagn ; ar re-man oa et ho batimant da fonz ar mor, med ar varc’hadourien a oa ho marc’hadourez barz ar vatimant a westlaz anei da Zant Ervoan, hag ar vatimant-ze, goude bean bet tri devez dindan an dour a zavaz war var