Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/94

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

ha da skrivan pez a larje an testo. Dont a reaz di an otro Roger, eskob Limoj a nevoa gwejall gret skol da Zant Ervoan en Orleanz ; an otro Akilin, eskob Angoulem ; an otro Aimery, abad zant Varzin Troenan kichen Caen. Kemer a rejont evit zikour anhe an tad Moris, tad-abad kouent Zante-Kroe Gwengamp ha kals a re-all. Deuz eskopti Kerne a oa an otro Auffray, tad-abad Repoz-vad ; deuz a Wened, an otro Herve Ploermel ; deuz Naoned, Dom Olier de la Cour ha dom Jakez, person Mesker. — Eskob Landreger a c’hourc’hemenaz da dud he eskopti iun ar merc’her goude zul an Drindet, ha d’ar veleien laret eun oferen da c’houlen digant Doue ma teurveje c’hoaz ober burzudo neve dre bedenno an otro Zant Ervoan, mab Heloury ; ha dre-ze an oll a ouie da betra oa deut an Iskibien hag ar veleien-ze da Landreger.

D’an dri war-n-ugent a viz even 1330 a oe digoret ar prosez, ha neuze oe galvet testo da laret petra oa bet Dom Ervoan Heloury ha petra nevoa gret enpad he vue. Eskob Landreger a nevoa gelvet tri-hant test, ha goude oe klevet ar re-ze, a deuaz c’hoaz tremen pemp-kant all deuz kement korn a zo en Breiz, hag unan benag deuz ar broio-all. Ar bevar a viz est, Tad-abad kouent Zante-Kroe Gwengamp a douaz en hano an testo oa bet klevet, he daouarn zavet war zu iliz Landreger, penoz Dom Ervoan Heloury a oa bet eur c’hristen mad, eur beleg zantel, ha penoz dre he bedenno a nevoa gret an Otro Doue kals a viraklo, hag enpad he vue ha goude he varo. An Iskibien-ze hag ar veleien a oa gant-he a iez neuze d’an iliz, hag a wel-