Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/9

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —

na zantout ar c’hoez fall a vije ganthe, hag a vije zavet evithe eun tamik lojen en diavez an iliz vit lakat anhe en dishlao, hag ahane gleveint an oferen dre eun toul pe eur prenest benag ; al lojen-ze a hanvet Toul al laour ; bean zo unan c’hoaz en Zant-Loranz hag en Plouneve-Moedek.

Ter barouz a oa d’ar c’houls-ze en ker Landreger : 1° ar Vinihy, parouz kentan an eskopti, parouz an Eskob, iliz ar Vinihy a oa neuze lec’h a man breman ar c’hohu en Landreger ; 2° zant Bastien pe parouz an od ; 3° parouz Zant-Visant an hospital.

Maner Kervarzin a zo barz parouz ar Vinihy, eur c’hart leo diouz Landreger. An ti-ze lec’h ma oa ganet zant Ervoan a oa n’he zav beteg ar bla 1830, ar bla-se oe diskaret, ha zavet en he blas eun ti a hiz neve. An Otro Kelen, arc’heskob Paris, neuze perc’hen Kervarzin, a reaz laket ust d’an or eun dolen marbr gwen hag a oa skrivet warnhi penoz eo enon a oa ganet ha marvet Zant Ervoan. Na van ken deuz an treo koz nemet ar punz hag ar c’houldri. Bean zo c’hoaz eur gwele koz en Kervarzin hag a lerer zo bet da Zant Ervoan, med bet eo raparet aliez aboe. Kervarzin zo n’eur plas ar bravan, ahane weler ar paroujo zo en tu all d’ar vreh-mor a ia d’ar Roc’h, gwelet a ve Tredarzek, Pouldouran, Planiel, Hengoat, Trogeri, Peurit-ar-Roc’h, ker ar Roc’h, ha beteg koajo pin Goëlo. Eur vrao a dol lagad a ve ahane d’an neve amzer, pa ve glaz ar parko hag ar gwe babi n’ho bleün. Traouoc’h vit Kervarzin, a-dal da Gerskarbot a zo eur vag da dremen an dud en tu-all d’ar vreh-mor, ha gwejal Zant Ervoan a neuz tremenet aliez ar vag-ze pe da vont d’ar