Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

Genkiz da welet he dud koz, pe diweatoc’h da vont da brezek er paroujo wardro.

Blaio vije d’an amzer-ze, e vije kernez er vro, ha neuze vije gwelet eleiz a bevien dre an hencho o klask tamo boed, na deue ket vel breman kement ed deuz ar broio all, hag an avalo douar na oaint ket c’hoaz anveet er vro-man. Al levr man a laro d’ac’h pegen mad eo bet Zant Ervoan vit ar bevien-ze ; aman welfet ar vad a neuz gret enpad he vue ha goude he varo, he vue a binijen ; ha goude bean lennet he vue a gresko ho fianz hag ho karante en kenver ar zant, hag a deui c’hoant d’ac’h da vean hanval onthan.


————