Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/8

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

vije neuze vel breman o c’houlen an aluzen barz ar pardonio-ze. Deuz ar beure vije klevet an oferen, oferen ar belerined, ha neuze pep hini glaske he gamarado, ha d’ar ger, n’eur ganan gwerzio adare.

Neubet a foario hag a varc’hajo a oa d’an amzer-ze, gret a vijeint war eun dachen pe eun dossen benag vel Zant Jakez Goëlo, Menebre, Montroulez, Marc’hallac’h Lanrodek. Ar pelerinajo eo a denne ar marc’hajo ze ; agant-se, foar Dreger, brudet dre oll gwejal, a oa stignet a-gever d’an deio ma deue ar paroujo diwardro d’ober ho felerinaj da iliz Zant Tual : enon vije prenet kals a lien, ha lien mad, ha danve all bep sort ha na vijeint kad neblec’h er vro nemet en foar Dreger.

Bean oa eur c’hlenvet d’an amzer-ze hag eo ral gwelet anean breman er vro man, al laournez. Ar c’hlenvet-se oa deut d’ar vro gant ar re oa bet oc’h ober brezel d’ar Morianet en douar zantel, er vro dom-ze a oa kals a dud laour, ha tud ar vro-man, hinienno anhe, a nevoa tapet ar c’hlenvet-se enon, ha klenvejo all c’hoaz. Eur wej a oaint arri er ger ho zud a dapaz diouthe, ha ben eur pennad goude a oa kement a dud laour er vro, ken a oe renket zevel hospitalio da lakat anhe. Barz er Roc’h a oa eun hospital evelse. Ar c’hlenvet-se n’eller ket gwellaet anean ; ha dre ma oa ezet hen tapout, ar re vije skoet ganthan a renke mont da vevan pell diouz an dud all. En iliz a oa eur plas evithe, hag er vered memez tra. Awejo zoken n’elleint ket klevet an oferen diabarz an iliz, gret a vije d’he chom ermez, rag den na c’houle tapout ar c’hlenvet,