Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/85

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

vla. He varo zo bet eur maro dous, na neuz bet poan ebet vit mervel, ha na vanaz ken neubet merk ebet na war he vuzello, na war he daoulagad, na war he visaj da laret a nije bet poan o vervel. He visaj, treut ha drouk-livet pa oa bew, a deuaz da vean kaer, ru ha brao ; he vuzello a zeblante c’hoarzin ouz an dud ; vit gwelet unean, den na nije laret e vije maro. Glac’haret a oa an oll pa glevjont a oa maro Dom Ervoan ha dre-oll er vro a iez ar c’helo raktal, an eil a lare d’egile n’eur ouelan : « Maro eo Dom Ervoan, eur zant a den, oh ia, eur zant. »


————


TRIZEKVET PENNAD


He interramant. — He viraklo.


Eur zul ar beure eta a varvaz Zant Ervoan ; ha vel ma-c’h eo d’ar zul en em wel vit ar muan an dud war ar maez, chetu n’eun tol ber a ouiaz an oll ar c’helo-ze ; ha kement a dud a direde da welet ar zant da ouelan ha da hirvoudi n’he gichen, da bokat d’he daouarn ha d’he dillad, ken a deuaz aon d’an Eskob na digoueje eun dra benag dreist-ordinal, hag a reaz kas anean da iliz Landreger an de-se. Na oe ket kemeret amzer d’he lienan na d’he archedi ; ar veleien a dougaz anean vel a oa, gant he dillad paour ha dister, deuz a Gervarzin da Landreger. An hencho oa