Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

leun a dud ha gant kals anhe a oa goloio, hed an hent a vije renket poz aliez vit lezel an dud da bokad d’he daouarn, d’he dreid ha d’he dillad. Louanegiz hag ar bevien a oa oll dezolet, na reint nemet gouelan. Eskob Landreger a nevoa roet urz d’ober da Dom Ervoan eur be barz an iliz vraz, med ar be-ze n’en em gave ket kreiz an iliz vel hirie, rag chapel an Duk na oa ket gret c’hoaz, ha dre-ze en em gave ar be kichen ar voger. Pe oa arri ar c’horf zantel en Landreger, a deuaz an Eskob, ar veleien hag eur foul vraz a dud a renk huel d’he digemer ental dor an iliz vraz. Neuze oe diwisket d’ean he dillad, hag a oe lienet. Zevel a reaz prez da c’hout piou a c’halje kad eun tam deuz he dillad, rak pep hini nevoa c’hoant da gad he dam ; he c’houriz glan, hag eun tam deuz he roched a oe roet da itron Pestien ; ar roched-ze a oe miret barz tenzor an iliz vraz. Pa oe lienet, ha gwisket d’ean he dillad da laret an oferen, a oe laket war varz-kaon en kreiz an iliz, ha noz-de a oa leun a dud endro d’ean. Tri devez a chomaz evelse war varz-kaon, vit ma c’halje an dud gwelet anean, rag deut a oa kals a dud deuz a-bell, hag oll, evel just, ho devoaint c’hoant da welet bisaj ar zant eur wej c’hoaz ; d’an drived devez a oe gret ganthan eur gaer a interramant, hag enpad an eiz de warlerc’h a oe kanet evit-han eun eizvet jervijo ; med an oll nevoa ar greden penoz a oa et ine Dom Ervoan d’ar baradoz, ha penoz e oa eur zant braz.

Zant Ervoan a neuz gret kals a viraklo enpad he vue, med goude he varo a neuz gret c’hoaz kals muoc’h ; neubet a zent a neuz gret ken liez ha ken braz burzudo. A boan ma oa achu