Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

koude a deuaz c’hoaz da Gervarzin daou den pinvik deuz Louanek : Gwignanvarc’h Haranen ha Derien Koatalio. Gwignanvarc’h a laraz da Dom Ervoan : « Otro, n’oc’h ket ezetoc’h, vel ma lare ho mevel. » — « Doue oar, eme ar zant ; » ha neuze zavaz he daouarn juntet hag he daoulagad tresek he grusifi a oa dirak-han. — « Pell-zo eme-han, e moa c’hoant da vean er stad-man, aliez meuz laret d’an Otro Doue lezel anon da vervel. » D’ar zadorn a glevaz ar re oa endro d’ean o laret penoz a vije ret mont da gerc’hat ar medesin. « Nan ! Nan ! eme-han, na mo biken medesin nemet ma Zalver Jezuz-Krist. » — Arog an noz a c’houlennaz kad da gomunian, kaset a oe an Otro Doue d’ean, ha neuze laraz nouin anean. Person ar Vinihy, an otro Hamon ar Gorrek a roaz d’ean zakramant an Nouen, hag enpad an Nouen ar zant a oa he daoulagad war he grusifi, hag hen he-unan a responte da oll bedenno an iliz. Bean oa endro d’ean kals a dud, beleien ha tud-all ; an Otro Ervoan ar C’hognat, barner-iliz, an Otro Javre Kernabat, trezorier an iliz vraz, Ervoan Rachel, Ian a Gerc’hoz, he goz vignon, mevelien he di, Katovad hag he bugale.

Goude an Nouen a gollaz ar gomz, med he vuzello a boke bepred d’ar groaz, hag he daouarn a oa juntet gant-han vit diskoe penoz a nevoa c’hoant da bidi beteg he huanaden diwean ; enpad an noz a rae zin ar groaz amzer hag amzer. D’ar zul ar beure, pa oa krog an de da dont, rog zav-heol a zavaz he daoulagad tresek an env, ha neuze vanaz vel kousket ; maro oa ; an naontek a viz mae er bla 1303, noajet a hanter-kant