Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

hag an otro Alan ar Bruk, arc’hdiakr Landreger, a oa en he gichen evelse enpad he oferen diwean, hag an otro Kermel a oa ive gant-he. Ben a oa achu he oferen e oa ken skouiz ken n’alle ken ; kouskoude a gavaz nerz aoalc’h c’hoaz da govesat ar re oa o c’hortoz anean da ze.

Sibilla, groek Remond Grézil deuz ar Roc’h, dougerez, ha prest da dispakan, a deuaz an de-se da gad ar zant goude an oferen. — « Petra zo, eme-han ? » — « Otro, eme-hi, klevet a meuz na oac’h ket iac’h, ha kouskoude me moa c’hoant da govesat, mar pe ar vadelez da govesat ahanon » War ze a iez en he goaze hag a goveseaz ar wreg-ze, ha goude-ze ec’h eaz adare n’he wele.

Ben an de warlerc’h de Iaou-bask, na oa ken vit chom n’he zav na n’he goaze ; chom a reaz war he wele, hag enon laraz c’hoaz he bedenno gwellan m’ellaz gant kals a devosion, rag, bep ma tinerze he gorf, a zeblante he ine krenvat, gant ar hast a nevoa da welet an otro Doue. Diskoe rae an env d’ar re oa n’he gichen, ha vit konzoli anhe a gomze d’he deuz evurusted ar baradoz. An de se, de an Asansion, a reaz eur govizion jeneral gant an Otro Javre Lanno, person ar Roc’h.

Dal ma oa klevet a oa klanv Dom Ervoan, a oa et ar c’helo da Louanek ha dre-oll barz ar vro, hag a deue kals a dud d’he welet, dreist-oll deuz Louanek. Ar zant pa welaz-ze a gasas di raktal mab Rivoalan hanvet Jabret, da difen da Louanegiz dont d’he welet, ha da laret d’he e oa ezetoc’h, a drugare Doue. D’ar gwener kous-