Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —


D’al lun, an drizek a viz mae, a deuaz an otro Javre Tournemin, eskob Landreger, da Gervarzin da welet ar zant, ha ganthan eun neubet chaloniet ha beleien. An eskob a grozaz d’ar zant gant karante abalamour ma oa astenet war eur gwele ken paour ha ken kalet, he dillad ganthan hag he voto ler en he dreid, rag kad a rae penoz a glee bean re diez er stum-ze. — « Otro n’Eskob, eme Dom Ervoan, trugare deuz ho madelez, med, mar plij, lest anon, aman n’em gavan gwelloc’h vit neblec’h-all ebet. » Kement all a respontaz da Dom Ervoan ar C’hognat, barner-iliz Landreger ; he-man hen pede brao da lezel lakat da vianan eun tamik plouz dindan-han. « Na deurvean ket a ve gret ze evidon, eme ar zant, ha neuze, kad a ran a zo traoalc’h dindan-hon ; » ha war-ze, juntet he daouarn gant-han, hag he daoulagad war he grusifi, en em lakaz adare da bidi.

Er zun a varvaz, kaer a nevoa bean brevet gant ar boan hag ar c’hlenved, a lare an oferen bemde hag a govesae ar re vije da govesat, prezek a rae ive bemde vel an ordinal beteg ar merc’her rog he varo. Ar merc’her-ze, herve lar an otro Moris Javre a laraz vit ar wej diwean an oferen gant muoc’h a garante hag a devosion vit biskoaz barz chapel Kervarzin. Enpad an oferen a skuillaz kals a daero hag a chomaz pell da huanadi, ha ken dinerz a oa, ken a oe ret zikour anean da wiskan an ornamancho da laret an oferen ; ret a oe zoken krigi enhan enpad an oferen vit hars anean da gouean, ha d’ar goureo a oe renket he zikour da zevel he divrec’h gant an hosti hag ar c’hali ; Tad-abad abati Pempoul