« O welet pegen dinerz ec’h on deut da vean, a welan erfad penoz ec’h on dare da vervel, ha ze zo eur joa vraz evid-hon, ha mar blijfe gant Doue tostad an heur-ze e mije c’hoaz muoc’h a joa, rag brasan dezir em euz ec’h eo gwelet ma c’horf o vont da netra ha ma ine o vont d’ar baradoz. » — Ar c’homjo-ze a lakaz an itron n’eun dristidigez vraz. — « Otro, emehi, pedet an Otro Doue d’ho lezel eur pennad c’hoaz war an douar, abalamour d’in hag abalamour d’ar re gar ahanoc’h. Perag kuitat anomp ken abred, me ho ped, chomet gan-imp, pe laret da vianan vel zant Martin, penoz a vevfet c’hoaz mar gav mad an Otro Doue ho lezel war an douar evit mad an dud. » — « Mar pije gwelet anon, eme ar zant, o tistrei deuz ar brezel ha deut ar viktoar gan-en e vijec’h bet joauz eveld-hon, ha breman a ouelet pa blij gant Doue am c’has ganthan evit paean anon deuz an neubet a vad a meuz gret evit-han ! ze ne dere ket diouac’h. » — Ar zunvejo diwean-ze a reaz he gimiad d’ar re hen daremprede, med beteg ar pen pellan a dalc’haz da ren he vue a binijen. Tad abad Bear a deuaz d’he welet ar zun gentan a viz mae, hag he gavaz gourveet war he goz vallin du gant ar poultr hag ar fank, dindan he ben a oa daou levr evit pen-gwele. Keit a oa an tad abad enon a noe ezom ar zant da vont ermez, hag en keit-se a dolaz an tad eun tam plouz fresk n’he wele, rag na oa ken kazi tam ebarz, hag eun tam dornad-all dindan pen he wele ; med ar zant pa distroaz a lemaz ar plouz-ze hag a lakaz he wele vel ma oa arog.
Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/81
Neuz