Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

m’eo zavet chapel Kervarzin a meuz staget ar mado-ze out-hi, da laret eo aboue ar bla 1293 ; na c’houlan ket kouskoude en stum ebet a rafe gaou an testamant-man ouz ma c’herent nesan. »

Dom Alan ar Bruk, neuze eskob Landreger a ziellaz an testamant, hag a roaz da Dom Ervoan ar garg deuz ar chapel-ze. Vel ma welet, ar zant a zavaz chapel Kervazin hag eun ti n’he c’hichen gant he leuve, war eun tam douar a deue d’ean deuz a du he dad, hag an douar a stage ouz ar chapel a oa eul loden anhe deuz a du he dad hag al loden-all deuz a du he vam, hag a rae an hent an dro d’he, vel ma ra bepred, an hent a ia deuz a Gervarzin d’an od ha deuz ar chapel da fantan Zant Ervoan ; gwir eo, hirie an douaro-ze na nint ken d’ar chapel, potred ar skrab a nevoa gret gwerzan anhe d’amzer ar Revolusion.

Dom Ervoan a nevoa zavet he chapel en enor d’ar Werc’hez ha da zant Tual, med dal ma oe laket en renk ar zent a oe hanvet ar chapel-ze chapel Zant Ervoan Kervarzin. D’ar chapel-ze ha da ve Zant Ervoan en Landreger eo a deu ar belerined da c’houlen ho mennad digant ar zant.

Aboue ma nevoa zavet he chapel, Dom Ervoan a vije aliesoc’h en Kervarzin, ha tri de rog he varo a laraz vit ar wej diwean an oferen barz ar chapel viniget-ze. Vad a ra da galon ar beleg a deu da laret an oferen di jonjal penoz enon neuz laret ar zant aliez-aliez an oferen gant eur garante hag eun devosion dreist-ordinal.

An Otro Doue nevoa reit da c’hout da Zant Ervoan pegouls a glee mervel, hag eun de benag, teir zun rog he varo a laraz da Itron Pestien :