Tual ; ar chapel-ze eo hirie iliz-parouz ar Vinihy, aboue ar bla 1801, gwir eo penoz eo bet kresket ha kaeraet aboue.
« Me, Ervoan Heloury, beleg dister, ha jervijer disteran Jezuz-Krist, a ro d’ar chapel a meuz zavet en enor da Jezuz, d’he Vam zantel ha da zant Tual : da gentan, an ti zo n’he c’hichen hag a meuz zavet gant al leuve a oa digoueet em lod diwar mado Heloury ma zad ; al leuve-ze zo en kichen ar chapel ; stagan ran out-hi c’hoaz leuve ma mam a zo kichen ar re ze, en parouz ar Vinihy, herve lezen ha kustumanz ar barouz-ze ; d’an eil : tregont livr leuve war douaro ar Genkiz vit ezomo ar chapel ha re ar velein a vo karget diont-hi : ar veleien-ze a laro dalc’hmad an oferen en-hi gant grad-vad an Eskob. Ar mado all a vano goude ma maro, mar van eun dra benag, ha na gredan ket a vanfe, nemet eul lever benag a ran impli gant-he vit mad ar gristenien, hag ar re-ze roan d’ar veleien a vo karget deuz chapel Kervarzin. Ar veleien-ze a gleo bean o chom dalc’hmad barz an ti meuz zavet evit-he. — Doue d’am zikouro ha da rei ar vue a bado da viken d’ar re deuio war ma lerc’h. — Gret ar gwener goude gouel zant Per miz eost, er bla daouzek kant seitek ha pevar ugent. Rei a ran d’an oll da c’hout penoz al loden-ze a roan deuz mado ma zad ha ma mam, ec’h on me perc’hen d’he, gant grad-vad Eskob Landreger ; med na maint ken em hano, aboue