Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —

nevoa ket gret tri bla oa, hag adaleg neuze en em gavaz iac’h mad. Goulet a oe digant-han deuz ar beure : « Ahanta, e man bepred an diaoul en-oc’h ? » — « Na man ket, eme-han, et eo kuit. » — « Trugarekeet breman an Otro Doue, eme Dom Ervoan, ha me rei ive, et d’ar ger, klevet aliez an oferen, ha roet pez a halfet aluzeno d’ar bevien ; pedet Doue erfad, miret he c’hourc’hemeno, ha neuze an drouk-spered na nevo ken a velli war-n-oc’h. »

An den-ze oa Alan ar C’hoz deuz a Drelevern, eskopti Treger. Kals a dud a zo bet test diwarben ar mirakl-ze, mab Alan ar C’hoz he unan, he hano Guillaou. He dad, eme-han, a oa spontuz gwelet penoz a vije tourmantet ha gwal-gaset gant an diaoul. Pa deue bario-konar d’ean a nije c’hoant da skei war an dud ; draillan rae he dillad, spontuz a iude, na gouske banac’h, ha ruillal a rae war an douar n’eur laret : « Perag a dourmantez anon ? » Renket a oa dastum anean n’eun ti ha prennan an or warnean ; dre ar prenestr a vije roet d’ean he dam boet, med na debre ket kals tra, ha c’hoaz a lake ar boet-se barz al lousoni arog dibri anean. Kement-man a digoueaz daou pe dri bla arog maro Zant Ervoan. An den-ze a vevaz pemzek vla c’hoaz goude ma oa bet gwellaet, med na deuaz ken goude-ze an drouk-spered war he dro.

Zant Ervoan a zante oa arri tost ar maro d’ean, ha sul-vui a ouie a dostae, sul-vui a laboure evit mad an ineo. Neuze eo a reaz he destamant, vit ober vad gant pez a vanje war he lerc’h goude he varo. Arog-ze a nevoa zavet eur chapel en Kervarzin en enor d’ar Werc’hez ha da zant