d’an dud, rag kals a vad a denneint deuz he gomjo ; Doue hepken a hell laret pegement a dud a neuz konvertisset dre he gomjo mad ; deuz an eil parouz d’eben a ie an dud war he lerc’h vit chilaou anean o sarmon.
An Otro Doue nevoa roet galloud d’ean zo-ken war an diaoulo, hag ec’h eint ermaez an dud posedet pa lare d’he mont.
Eun devez, eme Ervoan an Hostiz, a gleviz komz diouz eun den posedet gant an drouk-spered ; kas a riz anean da gad person Louanek, ha dont a reaz d’am heul evel eun oan.
Ar person a c’houlaz digant-han barz iliz Louanek ha gwir a oa penoz a oa an diaoul n’he gorf. « — « Ia, eme ar paour kez den, gwir eo, hag aliez a ven poaniet gant-han, euzuz eo ar poanio ra d’in zoufr ; aliez ive a glevan anean o komz ouz-in. » — « Rog ober netra all ebet, eme ar zant, a vo ret d’ac’h kovesat. » Zenti reaz an den-ze ouz ar person zantel, mont a reaz war he daoulin hag a goveseaz he bec’hejo. Goude he govizion a oe goulet adare digant-han hag hen oa bepred an diaoul en-han ? - « Ia, emehan, laret a ra d’in e man en zell c’hoaz da dourmanti anon an noz-man, abalamour ma meuz digaset anean aman. » — « Gevier a lar, eme ar zant, rag fenoz a chomfet aman, aman em zi a debrfet ho koan hag a gouskfet, hag a vo gwelet hag hen gredo c’hoaz krigi war-n-oc’h. » — Chom a reaz an den-ze ti ar person ; Dom Ervoan a vinigaz an ti hag ar gwele gant dour biniget, a laraz aviel zant Ian ha pedenno all war an den-ze, hag a chomaz pad an noz da bidi ha da studian. An den-ze gouskaz erfad, ar pez na