Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

dalc’hmad, ha dre-ze ar poanio hag an trubuillo n’elleint ket he diskar.

A galon vad a lare eur farz benag d’ar bevien ha d’ar re all ive. A-gant-se dont a rez di eun de benag eur paour hag oa o vont da Zant-Jakez-Spagn en pelerinaj, he voto oa mad, med eun tam lard ho devoa eom ; ar zant a gemer eun tam lard hag a lardaz he-unan boto ar paour, hag en keit-se a rae goab deuz eun all a nevoa digaset d’ean eun dorz vara re gaer ; eur wej all a c’hoarzaz he oalc’h gant ar paour a nevoa gwisket he zoutanen neve hag he ben-kap.

Mar deue kement a dud war he lerc’h en Raon, en Landreger hag el lec’h all, na oa ket hepken abalamour ma roe an aluzen ; kals a deue d’hen kad dre ma dije plijadur o kozeal ganthan. Bean zo erfad eun dra hag a zo gwir, Zant Ervoan a oa kalet he ben vel pen eur breton, ha pez a nije laket n’he ben a dalc’he d’ean da vad, na diskroge ket diont-han buan ; an oll a hell gwelet se, na neuz nemet tol ple. Mar na vije ket bet kalet a ben, na nije ket dalc’het ken stard d’he binijeno ha d’he vue galet vel ma rae. Pe oa deut ar C’hallouet vit zevel truajo diwar mado iliz Landreger a peuz gwelet penoz a dalc’haz pen d’he ; ha pe c’hoanteaz hadzevel iliz Landreger a welet penoz eo deut a-ben deuz he dol, kaer a oa da gentan ober goab diont-han.

Ar burzudo a rae Zant Ervoan a nevoa kasset ar vrud diont-han a bell ; hag en kement parouz a oa, a vije c’hoant pe arrie da welet anean o vont er gador-zarmon da laret eur gir benag