rae koach-ze gwellan m’alle ; med bepred a vije klevet eun dra benag gant a re vije en he oferen, hag a rae ze vad d’ho c’halon, rag zantout a reint, o klevet ar zant, penoz a greske ho devosion hag ho c’harante vit Doue.
Eun de benag enpad ar goureo a oe gwelet eur sklerijen gaer o paran war ar c’hali, hag oc’h ober endro d’ean eur gurunen lugernuz ; ar sklerijen-ze a baouezaz dustu goude ar goureo.
Eun devez-all Olier Lanveur, sakrist Landreger, o vean et beure-mat da digori an iliz vraz, a welaz eur goulm leun a sklerijen o vont diouz ar sekreteri beteg an oter a oa ar zant o pidi en he c’hichen ; an iliz a oe sklerijenet oll gant ar goulm-ze. Lezel a reaz ar zakrist he gleier vit mont da welet a dostoc’h, med raktal a oe mouget ar sklerijen ; hag ar zant a grozaz d’ean c’hoaz dre ma nevoa zonet neubeutoc’h vit an deio-all, en tuont da-ze a laraz d’ean diwal da gomz da den deuz pez a nevoa gwelet. Herve lar ar zakrist, Zant Ervoan a oa chomet en iliz an noz-ze pad an noz.
Pe na vije ket o studian, Zant Ervoan a vije dalc’hmad o pidi, pe a c’heno pe a galon, hag an oll a c’hanve anean ar Person zantel. Neubet a gomze, ha pa rae, a vije deuz an Otro Doue pe treo all hag a zelle zilvidigez an ineo. Awejo brenne warn-han dor he gambr, hag a chome enon hep dibri nag evan hed eun daou pe dri de, eur wej a chomaz pemp devez evelse, ha seiz eur wej all. Tud he di, nehet ben neuze, a jonjaz a oa maro, hag ec’h ejont da gad Eskob Landreger, dont a rez an Eskob da Gervarzin gant eun neubet chaloniet da welet penoz a oa