Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

gad eun neubet graso digant Arc’heskob Tour en em gave en Landreger, ha matez koz Zant Ervoan a oa karget d’ho goulen, med o vean na grede ket mont hi hec’h-unan da gad an Arc’heskob, a laraz da Dom Ervoan ober ar goulen-ze. Ar zant a zavaz he daoulagad entresek an env, a chomaz eur pennad hep laret gir, ha neuze respontaz : « Ar manac’h-ze en em daono, re a blij an arhant d’ean. » Dont a rez ar gomz-ze da wir, goude maro Zant Ervoan, ar manac’h-ze a dilezaz he vue zantel, vit n’em dol d’ar bed ha d’he blijadurio.

Ken kalet a oa pinijeno Zant Ervoan, ken a nevoa goal-boan he gorf paour o tougen anhe ; ar beden eo a roe d’ean nerz aoalc’h d’ho dougen. Na neuz tremenet gwej ebet hep laret he vreurial, neuz forz pegement a labour nije d’ober. He vreurial ha levr ar Skritur-Zakr a vije dalc’hmad gant-han ; he vreurial a chom c’hoaz eul loden diont-han en presbitoar ar Vinihy. Bemde a lare an oferen, nemet bean vije eun dra benag o hars anean d’he laret ; arog he oferen, a ie war he daoulin kichen an oter, hag enon, pleget he ben ha juntet he daouarn gant-han, a bede a galon vad. Awejo a glevet anean o ouelan, hag an dour o kouean diouz he daoulagad war he dillad, hag en kreiz he daero a lare : « O Jezuz, Mab Doue, krouet enhon eur galon bur, ha gret ma vo hadneveaet hag eünet ma speret. » N’eur laret ar Gonfiteor en traou an oter a ouele adare, hag aliez adaleg ar Zantuz beteg ar gomunion. Enpad ar goureo dreist-oll, he galon a vije ken tomet gant karante Doue, ken a ie beteg huanadi ha difronkal. Hessa