Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

hag o vont war skoa ar zant, kemer a rez an evn bian-ze n’he dorn, ha goude bean gret stad anean, ha chomet eur pennad mat da zellet outhan, a laraz d’ean : « Ke rok, en han ’Doue. » An evn a nijaz kuit, ha kement hini oa enon a gemeraz ar greden penoz an evn-ze a oa deut enon vit rein d’anveout zantelez ar person, rag biskoaz, nag aboue nag arog na zo bet gwelet er vro eun evn evel henez ; ken gwen hag an erc’h a oa he c’houk hag he gov, hag he gein a oa glaz ha luf evel eur berlezen ; chom a rae gant ar zant hag hen digor he dorn gant-han, ken a laraz d’ean mont kuit.

Pa varve pevien en hospital Landreger a roe Dom Ervoan pez a vije eom vit lieni anhe, aliez a vije hen ho liene, hag awejo a zikoure dougen an arched d’ar vered. — Eur manac’h deuz a Wengamp, Gion Morel, a lar penoz a oa bet ter zun dustu en Kervarzin gant ar boan en he c’har, hag a welaz en keit-se penoz a digemere Zant Ervoan ar bevien ha penoz a blee gant ho c’horf ha gant ho ine. Eun devez, eme-han, a digoueaz d’eur paour mervel en ti ar zant, ha dre ma oa gouliet a oa c’houez fall gant-han. Ar bevien na dostaaz hini bet diont-he an de-se, gant aon na vijeint laket da lieni ar c’horf maro, ha d’he dougen d’ar vered. Dom Ervoan hag eur manac’h all a walc’haz ar c’horf maro, a lienaz anean, hag a gassaz anean d’ar vered.

An Otro Doue a rae d’ean da c’hout pelec’h a vije tud klanv, vel ma peuz lennet aman arog ; rein a rae d’ean da c’hout ive awejo petra glee arriout gant an dud. Ar manac’h a oa o chom er Peniti, kichen ar Roc’h, a nevoa c’hoant da