Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

enpad ar bla a hent-all a iune tri de ar zun, hag an deio na iune ket na debre nemet eur pred bemde, hag he bred a oa eun tam bara groz hag eun neubet lugumaj, piz pe fao pe treo evelse, poahet en dour gant eun tam holen, ha c’hoaz aliez na vije ket a holen. Er stum-ze a rae he bred, neuz forz pelec’h a vije, nag a vije en ti an Eskob pe ti eun den pinvik benag. Eur wej benag, pa vije dalc’het re warnean a lake diou pe der daken win en he dour. Bean oa tud pinvik, vel an itron Pestien hag a rae dre ali ar zant vijel bep merc’her vel ma ra ar re zo en drede urz zant Fransez.

Doue reaz miraklo da diskoe penoz a blije d’ean pinijen he jervijer. Eun devez ma oa o tremen dre gastel Botloy, en parouz Planiel, a gavaz enon eur glanvourez, an itron Jan a Dournemin a oa klanv pell a oa, hag a oe gwellaet goude bean bet digant ar zant eun tam bara trempet barz an dour a eve. Bevan rez an itron-ze goude-ze tremen ugent vla c’hoaz, hag a lare aliez : « Mar hon bew, eme-hi, ec’h eo d’Ervoan a Gervarzin a glean ze. »

« Eun devez all, a lar ar Flem deuz Louanek, ar person am c’hassaz da gerhat eun dorz vara d’an ti forn, hag a gemeriz an tam gwellan a gaviz. » — « Henez, eme Ervoan, a zo re gaer ; na oa ket a vara all disteroc’h evit henez ? » — « Eo, eme ar Flem, med ar bara all ze a oa bara brenn ha n’eo ket mad vit an dud. » — « Henez a meuz c’hoant da gad, eme ar zant, kers da gerhat anean d’in buan. » Neuze reaz d’ar bevien azein endro d’an dol, ha chetu raktal eun evn bian da dont en ti dre ar prenestr