kont ; med prennet a oa dor ar gambr ha n’alleint ket mont ebarz, neuze oe gelvet Ervoan Gonan, breur-kaer ar zant, ha he-man a dorraz ar prenest vit mont barz ar gambr, Zant Ervoan a oa war he daoulin o pidi, hag o welet troc’het he beden d’ean gant an drouz-ze, a laraz d’he vreur kaer : « Me garje vijec’h bet klanv monz en ho kwele hirie vit na vijec’h ket deut aman d’ober kement-se drouz. »
He amzer a oa al loden vrasan anei vit ar beden, med al loden all a oa vit he labourio hag he studi. Plijout a rae d’ean kals len bue ar Zent ; pez a gave a wellan enhe a lake goude en he zarmonio, ha vertuio pep hini anhe a lake n’he speret vit kad jonj d’ho heuil. — Abad Bear, hanvet Per, a ro d’imp da c’hout penoz a nevoa skrivet Zant Ervoan eul lever hag a oa he hano Bleunio ar Zent, hag a oa enhan a dra-zur bue zent ar vro-man da neubeutan ; al lever-ze a zo bet kollet, ziouaz, ar c’holl-ze a hellomp zellet anean vel eur c’holl braz, rag pebez tenzor na vije ket bet entre hon daouarn eul Lever bue Zent gret gant eur zant ; gwir eo a hell bean chomet eun dra benag deuz labour Zant Ervoan barz al lever Bue Zent a zo entre hon daouarn.
Eun dra hag a blije kals da Zant Ervoan a oa lakat he diskamant hag he speret vad da gelen an dud all. Herve Lanno, person ar Roc’h, a lar penoz a ie Javre Kernabat, trezorier iliz Landreger, hag hen bemde da Gervarzin, sepet ar zadorn hag ar zul, evit klevet gant ar zant eur gentel war ar Skritur-Zakr, pe war bue eur zant benag ; hag a oaint bet o vont di evelse tri