eur beurevez da zarmon d’ar Roc’h, da Bleuzal ha da Blouek-Pontreo ; hag eur beurevez all da zarmon da Landreger, Tredarzek ha Pleuveur. Eun devez, de Wener ar Groaz a nevoa zarmonet war maro ha pasion hon Zalver en seiz parouz ha da diwean en Pleuvian, hag a oa ken skouiz an de-se ken a renkaz kemer harp war brec’h he vignon Ervoan Trowel vit mont d’ar ger.
Kals a freuz a denne an dud diouz ar zarmonio-ze, ha kals a deue da govesat da vet han goude bean klevet he zarmon. Prest a oa dalc’hmad da chilaou kovizion an dud ha da rein d’he da gomunian. Aliez a deue an daero n’he daoulagad keit a vije o kovesat, ha dre-ze a douge ar re ie gant-han da govezat da gad kals a c’hlac’har d’ho fec’hejo ; hag ar re vije bet gant-han eur wej na chouleint ken hen kuitat, gant a vad a nije gret d’ho c’halon klevet he gomjo hag he alio mad.
Eun devez a oe gwelet oc’h arriout en Louanek eun divroad hag a oa deut vit gwelet ar person, he glevet ha kovesat gant-han, rag, eme-han, klevet a nevoa komz diont-han vel deuz eun den zantel meurbed. Goude he govizion, an den-ze a zantaz eun devosion ken braz, hag eur glac’har d’he bec’hejo vel na nevoa zantet biskoaz ; gouelan reaz kals war he bec’hejo, hag adaleg neuze na c’houlaz ken pellat diouz ar beleg zantel, c’hoantat a reaz chom dalc’hmad en he gichen vit he welet hag he glevet ; aliez a ie da welet Dom Ervoan da Louanek ha da Gervarzin ; daou vla a chomaz evelse en he gichen, ha neuze c’houlaz digant-han petra oa gwellan d’ean d’ober vit he zilvidigez ; ar zant o roaz
2*