Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

ali d’ean da vont da gouent zant Fransez, ha raktal a iez an den-ze di.

Zant Ervoan a gare ar bevien, med an dud klanv a gare marteze muoc’h c’hoaz. Dal ma vije roet da c’hout d’ean a vije klanv unan benag diouz he barouz, a ie d’he welet. Tener a oa he galon en kenver ar re glanv vel kalon eur vam en kenver he bugale. Kentan tra a rae a vije kovesat anhe, neuze roe d’he da gomunian, ha goude-ze roe d’he zakramant an nouen. An Otro Doue vije gant-han en he gerc’hen n’eur voest vian arc’hant. Eur wej a vijeint nerzet evelse gant ar zakramancho-ze ha laket en peuc’h gant ho Doue, a lare d’he na devoa ken eom da gad aon rag ar maro, penoz er stad a oa lakeet ho ine a vije digoret d’ei dorejo ar baradoz. O pegen kaer a vije klevet Zant Ervoan o komz deuz evurusted ar baradoz, deuz ar zent a zo enon o veulin Doue hag o pidi evidomp, deuz ar garante hag ar vadelez a neuz hon Zalver evidomp ; hag ar c’homjo kaer-ze a rae vad d’ar glanvourien, n’ouffen ket laret pegement. Pa digouee d’ean mont da welet pevien glanv, goude bean reit ho zakramancho d’he, a roe d’he eun aluzen benag, hag a lare d’he rein da c’hout d’ean pa dije eom eun dra benag. Aliez a ouie, hep ma vije laret d’ean, pelec’h a vije tud klanv. Eun devez a oa o tremen dre ru ar Glujiri en Landreger pa deuaz eun den war he lerc’h da laret d’ean : « Dom Ervoan, deut aman prim da govesat eur c’hlanvour zo o vont da vervel. » — Raktal a distro diwar he hent vit mont da rein he zakramancho d’an den-ze ha da zikour anean da gad eur maro mad. —