Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —

dud war an hent, ha laret d’he eur gomz vad benag.

Kement a blije he gomjo d’an dud, ken a ie ar re nije klevet anean eun de d’he chilaou c’hoaz an de warlec’h. Na vije ket o klask enorio, pell ahane, pellaet a rae dionthe muan m’alle.

Eun de benag a oa Zant Ervoan n’eur pardon en bro Treger, hag a oa en zell an dud da glevet anean o sarmon. Med n’em gad a rez enon eur manac’h a urz zant Dominik, hag a roaz Dom Ervoan he renk d’ean. An dud fachet deuz-se en em lakaz d’ober trouz barz an iliz, ha n’ouzer ket petra vije digoueet mar na vije ket deut ar zant da laret d’he tewel en han ’Doue, ha chilaou zioul komjo ar manac’h-ze ; zentin rez an dud ouz ar zant, hag a rejont peuc’h raktal.

Arog he zarmon, Zant Ervoan a bede kals hag a greiz he galon, war he daoulin ha juntet he daouarn gant-han, ha pa zave a vije gwelet aliez an dour o tont deuz he daoulagad ; aliez zoken en kreiz he zarmon a vije stonket hag a renke n’em loskel da ouelan ; pelec’h neuze a vije chomet kalono an dud hep bean tomet gant he gomjo ; a dra-zur, na vijeint ket vit hars da ouelan.

An abostol zantel-man na skouize kammed o prezek, digoueout a rae d’ean zarmon er memez de en liez a barouz hag a vije eur pennad mat entre-he. War droad a ie dalc’hmad, hag aliez war iun, kaer a vije offr d’ean da dibri ; kement a vije he speret hag he galon gant he zarmon, ken a ankoee dibri hag evan ; ben an noz a vije ken dinerzet, ken a nije poan o chom n’he zav. Digoueet eo bet d’ean mont deuz a Gervarzin