Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

hag he gorf, hag a rae d’an oll hen karet ha n’em stagan ouz he gomjo.

Eun devez a oa Dom Ervoan ha Hamon he vevel o veajin war droad, herve ma lar Hamon, e oaint o retorn diouz Raon, ze oa enpad an hanv deuz ar beure, skler al loar vel an de. Arriout a rejont barz an draouien lec’h a man rivier al Lenv ; bet a oa kals a c’hlao an deio diagent hag a oa kals a dour endro d’ar pont a gleeint da dremen, bean oa zoken daou doul don en daou ben ar pont, hag an dour braz a c’holoe ar pont he-unan. « Na memp ket eom da jonjal tremen dre-aze, eme Hamon ar Ber, beuet zur a vefemp. » Dom Ervoan en em lakaz da c’hoarzin, a grogaz en dorn he vevel hag a laraz d’ean : « Tremen a refomp hon daou, da c’hraz Doue, pe vefomp beuet hon daou, med ret eo d’imp tremen. » Neuze reaz ar zant zin ar groaz war an dour, ha raktal a baouezaz da redek, ha neuze dremenjont ho daou hep poan ebet ; goude ma oaint tremenet en tu-all, Dom Ervoan a reaz adare zin ar groaz war an dour, hag an dour en em lakaz da redek vel arog. Ar mirakl-ze a rez da Hamon gwelet penoz a oa an Otro Doue a du gant he vestr.

Eskob Landreger, Javre Tournemin, pa rae tro he eskopti a vije Dom Ervoan gant-han, ha he-man a zarmone ken aliez hag a vije eom d’ober ; war droad a vije dalc’hmad, kouskoude nevoa peardra da gad eul loen-kezek, med gwell a oa gant-han mont war droad, ha pa rae an Eskob digas eur marc’h evit ar zant, a lake Dom Ervoan he gloarek pe eun all benag war he gein, hag hen a gerze vit gallout komz ouz an