Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —


Braz a oa zantelez Zant Ervoan, hag he binijeno dreist ordinal, hag an dud a ouie ze ; gout a ouieint ive penoz he c’halloud a oa braz, pe n’eo gwir a roe an Otro Doue galloud d’ean d’ober miraklo. Eun devez eta a oa kroget an tan n’eur vilajen pell deuz ar bourg, en ti eun den a oa hanvet Hamon ; mont a reaz unan benag da glask ar person da dont da zikour lac’han an tan ; Dom Ervoan a redaz di kenkent, hag a welaz a oa eun tan braz ha na oa kap den d’hen lac’han, gant eur fianz vraz en Doue a reaz zin ar groaz war an tan, a dolaz eun neubet takenno lez warnean ha raktal a oe mouget. Ar burzud-ze a iez ar vrud anean dre-oll barz ar vro, ha na gomzet nemet deuz person zantel Louanek.

Eun devez Dom Ervoan a nevoa pedet eun toullad tud da vernian gant-han, he gure oa gant-he ive ; ar c’houls a oa deut da gad mern, ha na oa en ti nemet eun tam bian a vara. Ar zant hep zellet pe oa kals pe oa neubet, a roaz diont-han d’ar bevien a oa enon rok mern. Ar C’hure, na nevoa debret tam bara ebet daou de oa, a laraz d’ar brejerien all : « Beomp war evez, pe na chomo tam bara ebet ganimp. » — Dom Ervoan o klevet se a roaz d’ar c’hure eun hanter deuz ar bara, ha he-man a glenkaz he dam vit ma gavje anean d’he vern. Pa oa ar c’houls da vont ouz tol a iez da glask he dam bara, med na gavaz ket anean ; goulen a reaz gant piou a oa et, den na nevoa kemeret anean, o welet na gave ket he vara a iez drouk en-han, hag hen kuit. Dioustu oa et arok a oe gwelet o tont en ti eur wreg vian hag a laraz : « Dom Ervoan a