Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

meuz klevet laret na oa ken a vara en he di, ha na gave ket evit arhant, hag ec’h on deut da gas eun tam d’ean ; » ha n’eur laret ze a lakaz war an dol ter dorz vara paket n’eul lien gwen, ha neuze iez d’azein n’eur c’horn. Med mont a reaz ahane hep na ouiaz den man ebet, klasket a oe vit ma dije he mern, med na oe ket kad. Zant Ervoan a laraz d’he tewel war ze. Herve lavar an testo na devoa ket gallet ar wrek-ze mont ermez an ti, pe n’eo gwir a oa zerret an or, ar c’hure nevoa prennet anei pa oa retornet d’an ti. An oll a gemeraz ar greden penoz a oa kement-se oll eur burzud, ha bean oa en gwirione.

Entre parouz ar Vinihy ha Koatreven a zo war hent Lannuon eur pont hanvet ar Pont-Losket. Ar pont-se a oa bet devet, hag a oa eun artizan deuz Langoat, he hano Ervoan Kerwezenek, o vont d’ober unan neve ; ziouaz d’ean, digoueet a oa d’he artizanet troc’han an treusho re ver, hag a oa o vont da gad eun tam mat a goll mar vije ret d’ean diskar gwe all d’ober treusho. War ze a arriaz person Louanek o vont da Gervarzin, hag o welet an dud-se glac’haret, a c’houlaz petra oa, hag a oe laret d’ean. — « Marteze, eme-han, na peuz ket muzuret mad, diskwelet d’in ho muzur, ma welin. » Muzuri rez ar zant an treusho hag a gavaz anhe re hir. N’ellan ket laret pegement a oe trugarekaet ar zant gant an dud-se ; hen na laraz d’he nemet eun dra : bean kristenien vad ha diwall d’ober drouk da den ; hag a dalc’haz da vont gant he hent. Ar pont-se zo bet gret aliez aboue, med kement gwej a dremen an den